en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

au bord du monde

au bord du monde

un teul-film a ziar an dud didoen e Paris get Jean-Claude ar ruyet SIN-150130-AU BORD DU MONDE.docx AU BORD DU MONDE Un teulfilm sevenet gant : Claus Drexel (2013) (1e38). Setu ur valzenn-erc'h, ur bluñvenn-erc'h é stagañ douzh gwerenn ar fenestr. Ne chom ket pell, teuziñ a ra diouzhtu rag tomm an ti a-dreñv ar werenn. Ha redeg a ra bremañ evel an dapenn-dour ema daet da voud. Pelloc'h e kouezh unan arall war riblenn ar boulouard braz. Ha doned a ra lod arall d'en em juntiñ douti ha moned a raont oll d'ober ur gwiskad téw a-walc'h hag a chomo gwenn-kann ha gwerc'h ur prantad, daoust mah omp e Pariz, mez peder eur da vitin eo, ha n'eo ket savet an dud c'hoazh. Setu ur valzenn arall é kouezhel war lañjer Christine, azezet, gourloutet evel ma c'hell war ur vorvur, he c'hein harpet douzh ur gael uhel graet gant goafoù dir. En ur gognell ema, e kognell ur vur vraz arall hag a barra douti a dapoud an avel spinac'h a-blom en he fas roufennet. Kavoud a ra tommder gant tanigan he sigaretenn. Braw eo an erc'h, a soñj Christine, braw eo an erc'h hag a wenna tamm ha tamm he lañjer aluminiom, he lañjer treuzvevañ. Mez gouied a ra e vo kaled ha hir an noziad. Ha kouezhel a ra malzennoù-erc'h ive war teltenn Wencezlas. He fozet en deus a-hed ur vali vraz, war ur riblenn, douzh troad ur blatanenn. Droed en deus da chomel aze da gousked enni beteg pemp eur da vitin. Goude e ta ar polis d'henn lakaad da fichal. Mez un den seven eo Wencezlas, ha derc'hel a ra d'e c'her : da pemb eur ha kard e vo waet kuit pelloc'h, an amzer dezhañ da dennañ toud e voutik er-maez ag e deltenn. Ya, e Pariz eh omp, e Pariz an noz. Ur Bariz sklaerijennet evid nebeud a dra, rag n'eus ket kristen ebed er ruioù...nemed "ar c'hrignouzed" evel ma veze graet anezhe en Oriant gwezhall. Tud didan ha didoenn. Ha gweled a raomp Pariz en ur mod n'anavomp ket. Gant daoulagad ar sevener en deus kredet moned da gomz gant ar re hag a véw war bord ar bed. War bord ar bed, rag n'int ket er-maez c'hoazh, mez n'int ket lodeg ennañ naket. Ur Bariz filmet a-rez an douar, ur Bariz evel pa vehe gwelet gant daoulagad gwiw ar razhed hag a za da làerezh bara an dud-se e-pad o c'housk. Evid ar wezh kentañ marse e welomp pegen divuhez ha diene e c'hell ur gêr vraz boud, pa ne vez ket gwelet an dud é redeg stank er ruioù, e trepasoù ar metro, er skalieroù, reud ha dañjeruz d'an treid diasur. Pariz ar poubellennadoù a vez rannet dilavar gant an dud-se etreze, kent tarzh an deiz. Tàerroc'h c'hoazh e ta an naon da voud dindan an amzer... Peb unan anezhe en deus un istoer dezhañ da gontiñ. Perag ema daet honnañ da vevañ er-maez, pa oa war ur vicher bennag e-raog, p'he doa savet ur familh, desavet bugale ? Hennezh a gomz ag ar boliserion hag o doa degaset boued mad dezhañ da Nedeleg. Komz a ra ive, joa en e zaoulagad, ag an dud dianav hag a laka paketadoù sigaret war e loj-kartoñ. Unan arall en deus komprenet emdroâdur ar vuhez. Tra ma ya ar progres teknik war-raog, a lâr-eñv, eh a an denelezh a-gul a-fed sevenadur. Doned a ray ar gevredigezh da voud mestroniet un deiz gant an teknik hag ar robotoù, mez e-pad an amzer-se e kerzhimp war hent ar ragistoer gant e sovajiri. An arall, hag a oa bet martolod, ne gred ket ema waet e vag d'ar strad c'hoazh. Nann, ha setu perag e talc'h da c'hoarzhed, ha plijadur a ra dezhañ c'hoarzhed. Ne oui ket anezhañ ma vo Doue douzh henn gortoz er bed arall, mez krediñ a ra, santiñ a ra eh eus un dra bennag. A-c'houde tri bloaz warnugent ema Patrig hag e gamarad é skwatiñ ur sal e kognell ar pont Louis Philippe. Kantulerioù a daol un tammig sklaerder en tachad. Mez klevet o deus lâret e vo daw dezhe kuitaad emberr ar pezh a zo daet da voud o zi, rag kêr Pariz he do dober ag ar lec'h ne ouiont ket perag. Corvel, ar Rouman, en deus berniet e dammoù kartoñ dindan ur pont war bord ar stêr. Skriv a ra d'e vamm, chomet er vro, ha lâred a ra dezhi ema euruz e Pariz, rag ne faot ket dezhañ ma ouelo-hi douzh henn lenn. Mez setu ar polis é toned da lâred dezhañ dilojañ. Dilojañ, mez evid moned da venn ? Ne oa ket an dud-se nemed skeudoù. Amzer ar film emaint daet da voud tud, hon breuder zokén, traoù da lâred gante. Mez n'eo ket e sal ar sinema emaint. Er ru emaint, er-maez. Jean-Claude Le Ruyet.20150130c.106D.
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio