keleier 5:30
@@@Edouard Morvan a ziwhenn ar beizanted e Breizh hag er Brazil.@@@
« L'appétit vient en militant », setu titl ur film vo savet get André Le Moustarder edan berr.
Ar pal eo lakaat àr ar skramm fesonioù da stourm evit an douar e Breizh hag e bro Brazil. Poltred ar stourmer-peizant Edouard Morvan vo graet amañ hag du-hont neuze, e Bro an dud hep dwaroù e bro ar Ceara Nordeste er Brazil. 'benn digwener eh aint da droiñ ar lodenn ag ar film a-zivout peizanted an Nordeste, ha chom a raint eno e-pad teir sihuniad. An digarez da grenvaat c'hoarzh ar liammoù savet etre an div vro dre ar gevredigezh Soliarite Internationale de la Baie. Edouard Morvan a lâr deomp hiroc'h diàr-benn ar voyaj-mañ.
Ar pennad kaoz
@@@Piv a ra ar gwellañ kig-ha-farz?@@@
Dec'h 'oa aozet ar c'hentañ abadenn geginañ evit un heuliadenn sevenet evit an teleioù lec'hel 'ba Breizh : Tebeo, TV Roazhon, TY Tele ha TV Roazhon. 'Ba Treouergat 'oa savet an tamm kenstrivadeg etre tri den yaouank o dao da alejiñ meuz broadell Bro-Leon : ar c'hig ha farz. Selaouamp da getañ Mikel Baudu, krouer an abadenn, ha Gwendal neus kemeret perzh er c'honkours. Doh mikro Karolina Ruffle, ag Arvorig FM.
amañ
@@@Lañset eo fest Taol Kurun e Bro Gemperle.@@@
Etre an 9 hag ar 24 a viz Genver 'vo dalc'het, hag a-bep seurt 'vo da welet, da glevet ha da veviñ. Filmoù, c'hoariva, kontadennoù, abadennoù muzik, deverañs evit ar vugale, stajoù brezhoneg, kan ha diskan, teatr, disentidigezh& Hag ur c'honkour Haiku e brezhoneg hag e galleg, àr dem ar laboused, da zigoriñ an traoù ar bloaz-mañ. Bernez Tangi 'oa perzh er stroll-varn, selaouit un nebeut pozioù Haiku dibunet getoñ da gomañs.
Bernez Tangi get Laetitia Fitamant e Radio Kerne