Keleier 5e30
@@@Annaig Renault 'zo aet d'an anaon@@@
Aet eo ar skrivangnerez Annaig Renault d'ar bed all. E 1995 he doa embannet he levr anvet « dec'h oa re bell dija », ar romant kentañ skrivet gant ur vaouez e brezhoneg. Un dezenn doa graet ivez a-zivout oberenn Maodez Glandour e 2002.
E miz eost 2010 oa bet roet enor dezhi gant he mignoned a Skol Uhel ar Vro. Degemeret noa kolier an Erminig diwàr daouarn Padrig Malrieux
Deus mikro Yaelle ar Mouel.
@@@Un tolpad kumuniezh e Bro Konk Kerne@@@
Kumuniezh kumunioù Bro Konk Kerne, anvet ar 4 C, 'zo deuet da vezañ un "agglomeration" pe un tolpad, abaoe penn kentañ miz Genver 2012. E anv bremañ 'zo ar CCA en deus displeget deomp Yann an Naour, eil maer an Eliant ha dilennad ivez eus an tolpad nevez
Deus mikro Anne Gouerou
@@@Pladenn nevez JC Taleg@@@
Nevez deut zo ur bladenn er-maez gant ur c'haner re-holl vrudet e kreiz Breizh, Jean Claude Taleg.
Bet eo Marie Laure Groix, en RKB, o welet Jean Claude Taleg, da c'hoût penaos 'oa krog da ganañ ha da dastum kanaouennoù.