Keleier 5e30
@@@Kemper-Brest dindan un eur gant an tren e 2014@@@
Nav minutenn hag hanter-kant ! Setu an amzer 'vo lakaet evit ober Kemper-Brest / pe Brest-Kemper gant an treñ, adaleg kreiz 2014. Ur c'hart eur 'vo gounezet goude al labourioù 'vo kaset da benn e 2013 ha dreist-holl 'pad ar c'hwec'h miz kentañ eus 2014.
Selaouit Gérard Lahellec, eil prezidant ar rannvro, e karg eus an transportoù
@@@Trec'h Loick Peyron : biskoazh kemend all !@@@
Olivier De Kersauson, pemzek bloaz 'zo, 'noa gounezet an Trophée Jules Verne oc'h ober tro ar bed war e drimaran e 71 unnek devezh ha tri-ugent. Bruno Peyron, breur Loïck, noa lakaet 50 hanter-kant devezh e 2005. Frank Cammas, war an trimaran Groupama 3, 'noa gounezet daou zevezh c'hoazh e 2010. Fennozh,un tammig a-raok hanter-noz ma tremen mat pep tra, 'n do gounenet, Loïck Peyron hag e ekipaj, daou zevezh hanter ouzhpenn war an trec'h diwezhañ. Ya, pemp devezh ha daou ugent evit tremen en-dro a-vaez Enez Eussa, goude un dro-bed !