Marvet eo ar soner Erwan Ropars
Marvet eo ar penn-soner brudet Erwan Ropars. Mab Loeiz Ropars e oa-eñ, un' deus ar re o deus lakaet ar fest-noz da zont war-wel en)dro goude ar brezel. Penn-soner bagad Kemper eo bet Erwan 'pad bloavezhioù, hag eñ 'ni eo n'eus krouet Bagad Kerne e 99. Glaz Bras 'veze graet anezhañ da geñver ar chupenn c'hlazig.
Moran Dipode a zo soner binioù. Anavezet mat en eus Erwan Ropars. Selaouomp e soñj.