Arabat klask pemp troad d'ar maout!
Dec'h 'oa un devezh en em sevel 'enep da industrializaat al labour-douar, gant ar sindikad Confédération paysanne. En tri lec'h e Frañs 'oa savet obererezhioù. E Breizh 'oa kenaozet an devezh gant ar c'honf hag ur stroll anvet "faut pas pousser", savet 'enep d'ar redi da lakaat c'hwen elektronek d'an daskiriered bihan, deñved ha givri, e-lec'h d'o bouklennoù skouarn. E Gwitreg 'kichen Roazon, 'oa en em gavet ar vanifesterien dirak an uzin allflex, a ra koñvers deus tout ar merkerioù-se. Dalc'het eo bet an uzin 'pad an endervezh, ha miret ouzh ar vicherourien a vont 'barzh. Jakez Perroz zo saver deñved ha perzh er stroll "faut pas pousser", pelloc'h gantañ. gant Tugdual Karluer.