Manuel Valls er vro : galloudoù nevez evit Breizh ?
Traoù nevez 'zo embannet ar dachenn ar brezhoneg: hervez kont 'vefe berroc'h an amzer da c'hevratat ar skolioù Diwan nevez: ur bloaz hanter lec'h pemp, setu 'pezh 'vo displeget gant Lena Louarn, bez-prezidantez ar rannvro e-karg eus yezhoù Breizh. War he lerc'h 'vo klevet Pol Molac, depute Morbihan, 'zo o c'hortoz 'vije roet muioc'h a c'halloud da Vreizh 'ba lezenn nevez, a displego peseurt kargoù 'vo roet d'ar rannvroioù nevez.