en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Retour en algérie

Retour en algérie

SIN-141212-RETOUR EN ALGÉRIE.docx RETOUR EN ALGÉRIE Un teulfilm sevenet gant : Emmanuel Audrain (2014). Kariñ a ra Emmanuel Audrain c'hoari gant ar simboloù, gant an arouezioù. Savet en doa ur film a-zivoud ar seizh manac'h a oa bet lazhet e Thibirine. Er film-mañ e tiskouez dimp seizh den a oa bet galvet da voned "da ouarn ar peuc'h" en tu arall ag ar mor kreizdouarel, e fin ar bloazioù 1950. Derc'hel ar peuch, setu ar sonenn ofisiel, pa oa brezel d'ar bobl e oa e gwirionez, ur brezel louz evel kustum, ur brezel n'en deus ket bravaet skeudenn ar Frañs. Ha n'eo ket er bed hebkén, mez skeudenn ar Frañs e pennoù ar soudarded-se, paotred yaouank gant o ugent vloaz, hag o doa gwelet torfedoù e oant pell a soñjal enne. Hiziw e lidomp ar brezel pewarzeg. Klask a raomp kompren pesort sakrifis, pesort aberzh o doa graet, ar re a oa bet kaset a viliadoù douzh an talbenn. Marse e komprenomp gwell e oa aze, evel e 1940, brezelioù savet evid en em zifenn. Diragzimp e oa ur Stad, un arme. Difenn ar vro a seblante boud un dever evid an oll, dreist-oll an eil taol. Mez en Aljeri ne oa ket ur sort. Pa oa an Europ é lidañ ar viktoer, an trec'h, e miz Mae 1945, e save Aljerianiz yaouank e ruioù Sétif ha Guelma gant drapelloù o bro. Tennet e oa bet warne gant an arme. Goude-se e oa bet un arsav hag a oa bet lakaet da devel er gwad : komzet e vez a 15000 den lazhet. Aljerianiz a oa daet da roiñ dorn dimp nawazh evid doned da benn a skarzhiñ rejim an Nazïed. An Nazïed e oa bet rebechet dezhe bourreviañ an dud : ne oa ket ar Gestapo ur bare sonerion ! Hiziw e veneger lazhadeg Oradour-sur-Glane, gant rezon. Penaoz kompren he doa graet ar Frañs en Aljeri ar pezh e tae just a rebech d'an Alamanted ? Penaoz kompren he doa asantet leuskel he soudarded bourreviañ an dud eno, fellagaed sur a-walc'h, mez ive krennarded, paotred ha merc'hed, gant ar jejenn ha m'oar-me... Un nebeud tud yaouank o doa rac'hwizet moned du-hont. Ur jeneral hebkén en doa savet e vouezh eneb d'ar bourreviañ : ar jeneral De Bollardière. Toullbac'het e oa bet. Mez, a-hend-arall e oa chomet an ofiserion hag an izofiserion mud a-grenn. Da fin e vuhez en doa disklaeriet ar jeneral Massu e oa chomet desevet memestra gant ar pezh he doa graet ar Frañs du-hont. Daet soñj dezhañ e vehe bet moian ober en ur feson arall. Soñj mad, mez diwezhad. Beteg daou vilion a soudarded a oa bet kaset du-se e-pad ar seizh vloaz en doa padet ar brezel. En o mesk, ur milion kant mil a soudarded galvet. Moian zo kompren an taol o doa bet ar re-mañ war o speredoù gant ar pezh o doa gwelet : siviled lazhet, kêriadennoù distrujet gant an dud e-barzh ha traoù heuguz evel-se. Komprenabl eo e oa chomet ar re yaouank-se mantret goude boud bevet an darvoudoù vil-se. Ken kriz ma oa bet ar skeudennoù o doa gwelet ma oa chomet ar skeudennoù-se en o fennoù beteg fin o buhez. Setu perag e oa chomet dilavar an dud-a-zivoud o brezel en Aljeri. Ne gavent ket ger ebed evid-se. Ne glask ket ar Frañs ofisiel komz anezhañ naket. Re a draoù dienor zo war an dachenn. Er sal ma oa skignet ar film e oa daet kalzig tud, ha Simone de Bollardière ive, leun a nerzh ganti c'hoazh evid kondaoniñ ar brezelioù. Evid hebkoriñ ar brezel, a lâre, ema ar gwellañ tra rac'hwizañ respont d'ar galv da voned. Re ziwezhad e vez goude. Mez evid gelliñ rac'hwizañ moned e rank an den boud prest da goll e frankiz, da goll e vuhez marse. Daw eo boud prest d'ur choaz ken kriz, anavoud bu ha ba ar politik. Kalonekaad a ra Simone de Bollardière ar soudarded kozh-se evid ma komzint, evid ma vint disammet un tammig kent achu o buhez, rag ne oant ket prest evid ar stourm kamm-se. Ha lod o deus kroget da gomz. N'int ket fier ag ar pezh o doa gwelet pe graet marse, n'int ket fier goude ma oant chomet mud dirag torfedoù arme o bro : "ar Frañs largantezuz", "bro droedoù Mab-Den", ar Frañs hag he ger-stur ken braw : liberté, égalité, fraternité ! Lod ag ar soudarded-se o deus savet ur c'heveladur : roiñ a raont argant o retred-stourmerion evid sikour an dud da sevel ur gêriadenn, du-se, en Aljeri, da lakaad an dour da zoned ha traoù talvoudeg evel-se. Argant ar brezel eneb d'ar brezel ! Brawed ur skeudenn ! Lod o deus kredet moned du-hont, da weled ar vro en-dro, da weled an dud en-dro, da glask ur c'hrouadur dalc'het soñj anezhañ. E-menn ema arru, kozh-mat ive bremañ ? Ha béw eo c'hoazh ? From braz zo ha dàeroù gante oll, Frañsizion hag Aljerianed, joa ha keuz kej-mej. C'hoant da lakaad ur balzam war an drougoù graet, c'hoant da voud pardonet, c'hoant da bardonañ, d'en em bardonañ ive, an diaesañ rac'h... Mez ar Frañs he deus ur problem gant ar jakobinizm hag a zo ar mestr e penn an traoù : ar jakobinizm n'hell ket añdur ar pezh a zo dishañval : n'eus nemed ur vro, un yezh, ur soñj. Ar mod mand eo bet savet ar rannvroioù nevez so zo skeudenn véw ar spered-se. Mall eo en em soñjal a-zivoud an dra-se. Kenteliuz braz eo ar film. Ur wir gentel prederouriezh evid ar re yaouank, mez pas evite hebkén. Jean-Claude le Ruyet.20141212c.100C.
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio