Lañset eo ar festival No Border e Brest
Lañset eo ar festival No Border. Ur festival gouestlet da sonerezh poblek ar bed ha sonerezh mesket a zo aozet e Brest dibaoe 3 bloaz bremañ. Gant Krismenn e vo digoret al lodenn sonerezh fenoz da 7e. Met ouzhpenn muzik 'zo kinniget 'kerzh No Border. Prezegennoù hag atelerioù evit en em soñjal war ar vicher 'se 'zo ivez ; un devezh micherel 'oa dalc'het hiziv. Hag ar beure mañ 'oa lakaet ar gaoz war ar "programmiñ" : peseurt mod lakaat sonerezh poblek-mesket muioc'h war wel? Hag an dra se 'zo diaes& 'vel 'neus displeget Erik Marchand, unan deus aozerien No Border ha kaner, da Erwan Blanchard.
Ha warc'hoazh 'vo kinniget ur c'hollok diwar-benn ar mod da seniñ en un doare hengounel war ar prim, impro ma fell deoc'h. Sonadegoù 'vo betek disul: gall 'reomp menegiñ koñsertoù gant Erik Marchand, Egyptian project, warc'hoazh noz. Da welet disadorn: Luzmila Carpio; 'Ndiaz; Soviet Suprem pe c'hoazh DJ Olli. Ha disul 'vo klozet ar festival gant Rhizottome ha ar sonadeg gant Jean-Luc Thomas ha Michel Godard.