"Chanson Robot", un arvest evit ar vugale.
Disul tremenet 'oa sonet "Chanson robot" gant Arnaud Gouefflec hag e strollad "Chansons tombées de la lune". Pedet 'oa gant aozerien ar saloñs levrioù 'vit ar vugale hag ar re yaouank. Ur veaj 'ban ijin, 'ba bed ar robotoù, kaset gant an arzour 'zo eus Brest hag e sonerien, Patrice Elegoët, eus strollad Chapi Chapo, en o zouez. Un nebeut displegadennoù gantañ ouzh mikro Erwan Blanchard.
Ul levr pladenn 'zo embannet lec'h ma adkaver Arnaud Gouefflec, John Trap, Patrice Elegoët ha Laurent Richard o kinnig Chansons Robot.