en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Marie Heurtin

Marie Heurtin

MARIE HEURTIN Ur film sevenet gant : Jean-Pierre Améris (2014). Gant : Isabelle Carré, Ariana Rivoire, Brigitte Catillon, Noémie Chulet (1e38). Seizh miliard a dud zo sañset bevañ war an Douar (heb kontañ ar re o deus bevet en hon raog), seizh miliard a fesonoù da gompren ar bed, ha n'eus nemed unan hebkén ag ar fesonoù-se da weled ar bed a dalv un dra bennag evid peb unan ahanimp : e heni dezhañ pe he heni dezhi e/he-hunan. Da lâred eo, mar gellomp moned e darempred unan gant egile, unan gant heben, den ebed ne c'hell en em lakaad e lec'h heni arall ebed ; n'hello den ebed boud sur gweled ar pezh a wel e amezeg fasibl, santoud ar pezh a sant (hañval eo goust ar memez aval evid peb unan ahanimp ?). Peb unan enta a chomo e-hunan an test nemetañ ag ar bed a-bezh, é soñjal marse ne chomo netra ag ar pezh en doa anavet pa vo aet da Anaon, pa vo marw. Diaez eo lonkañ an dra-se, tra m'ema ar re arall eo hag a ya kuit. Mez pa vo hon tro-ni, pa vo ma zro-me... Neuze e klaskomp torriñ, par ma c'hellomp, hon dizarempred, hon digenvez : ne gavomp ket forzh bourrabl en em santiñ hon-hunan er bed. Robinson Cruzoe e oa bet ur chañs vraz, e oa bet ur misi dezhañ donedigezh e gensort Vendredi/Gwener war e enezenn. Evid anavoud ar bed eh eus pemp skiant dimp : ar gweled, ar c'hleved, an tañva, an touch hag ar c'hwesha. Ne soñjomp ket enne da beb termen. Ne soñjomp ket muioc'h er benveg arall, pouezuz-braz nawazh, unan, a lârer, hag hon distag a-zoc'h rummad ar loened : hon galloudezh da gomz. Mez pa za da wannaad pe da zisparisañ da vad unan ag ar benvegoù-se, e komprenomp hon eus kollet ur benveg da voned e darempred gant an endro. Lakaomp just a-walc'h e rahe diouver dimp unan ag ar benvegoù-anavoud-se, ar gweled, ar c'hleved pe ar gomz. Klaskomp ober un taol-añsi un deiz bennag : bevañ un devezh a-bezh heb kleved son ebed, heb gelliñ gweled tra ebed pe heb gelliñ ezvegañ ger ebed... Mari Heurtin, hi, n'eo ket ur skiant hebkén a rae diouver dezhi, mez diw : ar gweled hag ar c'hleved. A-gaoz d'ar mankoù-se n'helle ket komz. E fin an XIXved kantved he doa bevet. D'an amzer-se ne veze ket soursïet kement-se douzh ar vugale ampechet. Ha hi, daet 14 vloaz dezhi, ne ouie ket mui he c'herent petra ober eviti. He c'has da di ar re foll, evel ma lâre ar medisinour ? Choazet o doa, a-benn ar fin, he c'has ti seurezed hag a rae war-dro merc'hed yaouank bouzar. Ne oa ket akord ar superiorez evid degemer ar plac'h-se, rag ouzhpenn boud bouzar e oa dall, ha mud da-heul c'hoazh : re ziaez e vehe bet d'ober war he zro. Euruzamant evid Mari e oa, en ensavadur-se, ur leanez yaouank, dister he yec'hed mez leun a youl, leun a volontez. Santet he doa e c'hellehe doned da benn a zeskiñ un dra bennag d'an heni yaouank-se, en desped d'he garvded ha d'he skoempted. Diskoueziñ a ra ar film ar strivoù a rank ar leanez ober evid chomel feal d'he ger. Rag tremen a ra diehan an deizioù hag ar mizioù gant Mari ha ne weler araokâdenn ebed gant ar plac'h : ataw e chom evel ma oa, mud a-grenn, heb diskoueziñ sin ebed a speredegezh. Skenennoù zo a ziskouez penaoz e c'helle an traoù boud etre an daou voud-se e gwirionez (rag diwar fedoù gwirion ema bet savet ar film) : beteg krog-ha-krog, krogadoù etreze evel gourenerezed war ar prad heb brenn-koad dindane. Evid an arvesterion e pad an traoù ur vunutenn bennag, mez er realded e oa bet, sur a-walc'h, ur sonenn arall. Nawazh, e-kreiz an noz, setu ma spurmanter souden ur lutig é lugerniñ. Bresk-bresk da gentañ, mez kreñvoc'h-kreñv goude. A-benn ar fin e ta ar seurez Marc'harid da benn a zigoriñ spered ar plac'h yaouank. Nebeud a dra da gentañ, just kompren ar liamm a c'hell boud etre ur jest resiz bennag hag un dra diavaez a gont kalz eviti : he c'houtell. Tapet ar bazenn-se gant Mari, setu damzigoret war an tach an nor d'he c'hompren : gant he fasianted dibar e oa daet ar leanez da-benn a lakaad he skoliadez c'houez da santiñ ar bed en-dro dezhi ha da lakaad, e yezh ar sinoù, "gerioù" war an traoù ha war he c'hoantoù. Braw eo ar film, diardoù, onest. Ne glask ket c'hoari gant an druez. Just marse hon lakaad da gompren daou pe dri zra ne sonjomp ket enne bemdez. Ha daet soñj din a gemant-mañ. Mar gellomp empentiñ pegen strizh e c'hell hon kompren ag ar bed boud, heb ar pemp skiant hon eus ha heb ar gomz a c'hell hon lakaad da voned e darempred gant ar re arall, ha n'eo ket ar bed limitet-se ur prizon, un toull-bac'h ? Kredabl. Mez lakaomp e vehe, e-kontrel, ouzhpenn ar pemp skiant hon eus dija, skiantoù arall dianav dimp, unan, diw, teir ouzhpenn, ha ne vehe ket neuze ar bed a hiziw ur prizon ive, dialc'hwez ? Gant piw an alc'hwez neuze, pe, kentoc'h, e-menn henn kavoud ? Ale, lakaomp e vehe an esperañs ur mod da groueiñ... Jean-Claude Le Ruyet.20141205d.99C.
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio