Lakaat brezhoneg e divskouarn ar bouponed.
setu pal ar gevredigezh Divskouarn, savet bremañ tost dek vlez 'zo. dimeurzh paset e oa aozet un emvod e Pondi evit gouiet pelloc'h àr ar c'hornad, ha ma zo tud prest da labourat evit-se ha sevel krog ar brezhoneg e bed ar bugaleaj. ha labour 'zo ker deus ket kinnig erbet betag bremañ, na get skoazellerezed en o zi na get ar magourioù. Ur lec'h degemer nevez-savet get an tolpad kerioù a zigoray edan berr e Pondi. an digarez da lakaat ar gaoz àr ar raktres-se iwez. Virginie Pronost eo karget a ziorenn e Divskouarn. pelloc'h e lar deomp àr ar mod d'ober doc'h mikro Yaelle ar Mouel.