magic in the moonlight
@@@MAGIC IN THE MOONLIGHT@@@
Ur film sevenet gant : Woody Allen (2014).
Gant : Colin Firth, Emma Stone, Eileen Atkins (1e38).
Un daou-ugent film hir bennag zo bet savet gant Woody Allen. Meur a briz en deus bet evid e oberennoù, La rose pourpre du Caire, Manhattan, Hannah et ses soeurs... C'hoariet en deus gant temoù a denn douzh buhez e gempredidi : ar seks, ar chañs, ar psikologiezh ha kement a zo, gwezh gant bourd, gwezh gant melkoni.
Ar wezh-mañ e c'hoari gant ar vediomniezh. Gouied a raomp ema ar vediomed ur menier liamm etre ar bed-mañ hag an arall. An arall, pesort arall ? Ne ouiomp ket re. Gouest e vehe ar vediomed da weled traoù ag ho puhez-c'hwi, daoust dezhe boud tud nad int ket sañset anavoud hoc'h istoer. Nawazh e vehent kap d'ho lakaad e darempred gant tud kar, marw dija, a-sort ma c'hellehec'h kompren perag en doa graet ar eontr Job un emlazh ha matant Fin perag n'he doa ket roet blank ebed d'he niz Ujen en he zestamant. Lod ag ar vediomed a vehe gouest da lâred deoc'h penaoz e welont hoc'h amzer da zoned. Klevet hon eus oll komz ag an traoù-se, komzoù toull, touellerezh, folklorach evid an darn vuiañ ahanimp. Nawazh em eus anavet un den na oa ket sod, douzh a seblant, hag a lâre din e yae da weled ur "voyantez" (evel ma lâre) da beb an amzer, ha simudet e chome seul gwezh, rag degas a rae-hi soñj dezhañ a zarvoudoù stank ha resiz e vuhez, darvoudoù n'helle ket ar vaouez-se anavoud e mod ebed. Lâred a rae an den-se din e oa daet da voud kazi sur-sur, beteg 95%, e oa "un dra bennag" en tu arall ag hon bed-ni, ur "bed arall", displann marse, mez real. Goude e oa bet beteg 97% a surded ha goude c'hoazh beteg 99%. Din da ouied ne oa ket bet pelloc'h. Da lâred eo e oa chomet un draig diasur memestra gantañ en e benn, un douetañsig bennag : ne oa ket sur ma den kant dre gant memestra. Mez siwazh, marw eo bremañ, ha gwazh c'hoazh : n'em boa ket bet ar spered da c'houlenn gantañ hanw ha chomlec'h ar spizwelerez-se. Brenn !
Er film-mañ e komz Woody Allen ag an afer-se. Lakaad a ra en c'hoari un toueller meur, ur sigoter brudet oll, gouest da droc'hañ ur plac'h e daou damm heb gwad na droug ebed ; gouest da dennañ ur gonifl a fiched unan bennag pe a lakaad un olifant (ken béw ha c'hwi war al leurenn) da voned diwar-wel e-korf ur serr-lagad goude ur sin-dorn. Hennezh n'eo ket ur mediom tamm ebed, e bal eo ho lakaad da dremen un herrad bourrabl gant un arvest estonuz-braz, netra kén. Daw eo lâred ouzhpenn ema ar sigoter-se un enebour touet d'ar re a laka an dud da grediñ eh eus ag ur "bed arall", just a-walc'h ; tud hag a vehe lorbourion rac'h, d'e soñj, gouest da lakaad ne vern piw da voned e darempred gant ar bed-se, ha dre o hanterouriezh evel-just. Ha gouest hon sigoter, sañset, da ziskuliañ ar faoz-divinerion, da ziskoueziñ o jeu d'ar re a lonk o c'homzoù evel gwir bater. Ouzhpenn ur wezh dija en dehe bet tro da ziskoueziñ e zonezon evid-se d'an dud ha d'o lakaad oll da weled ne oa ket 'med trompadur ha lorbañs en traoù-se.
Ar wezh-mañ nawazh e kav diragzañ ur plac'h yaouank, ur fullenn gàer anezhi. Mez ur penn-aheurt, ur penn-mouldog eo an den, hag ar pezh a gont evitañ, dreist peb tra, zo diskouez d'e vignoned lec'h m'ema al linenn-frailh e komzoù ar plac'h. Setu aze steuñvenn ar film, ha ned in ket pelloc'h gant an dra-se.
Anavoud a rit ar sorbienn-mañ marse. E oa ur ranig é neuñvial trañkil en ur poferad dour fresk hag euruz e oa. Mez pozet e oa bet ar pofer war ar geginerez ha daet unan bennag ha bountet an tan dindan. Ar ranig n'he doa ket santet netra da gomañs. Ha tra blijuz zokén, santoud a rae e tae an dour da voud klouarroc'h. Setu-me fasibl evel pa vehen en inizi kàer, a soñje. Ha hi é soñjal ne oa ket divalaw tamm ebed boud é neuñvial en dour migl...tommoc'h-tomm zokén. Nag ur blijadur, setu-me en ur saona bremañ, vad a ray da'm yec'hed ! Saona, saona ya, mez pa zaas spered d'hon ranig e oa an dour edan berviñ ha hanter-boazh e oa ar loen dija.
E gwirionez eh on bet dipitet gant film Woody Allen. Gant heni warlene ive. Match Point an heni diwezhañ em eus dalc'het soñj anezhañ evel ur film dispar. Mez hiziw, a soñjan, e vehe daw dimp kompren ema achu gant oad an inosanted : ur gurlaz am eus gwelet éc'h ober korf rouz war dreuzoù ma dor d'an 20 a viz Kalañ-Gouiañv. Henn lâret em eus dija, mez kit da weled film Salgado, Le Sel de la Terre. Gant oad an ober eh omp degouezhet. Ur bed arall zo marse, lakaomp e vehe sur an dra-se beteg 99%, mez da c'hortoz moned da weled a-dostoc'h eh omp amañ, war an tamm douar-mañ, ha kaol zo da blañtañ.
Jean-Claude Le Ruyet.20141128b.98C.