Keleier d'ar Merc'her 23 a viz Gwengolo 2026
Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard
Harzh-labour 'oa bet 'bar restaorantoù Skol-Veur dec'h!
Dec’h e oa un devezh stourm ba pretioù ar skolioù-meur ! Labourerien ar RU neun graet un harz-labour evit goulenn groñs e vefe tutaet trawalc’h a dud hag a dafar evit servijout ar boued d’ar studierien ha da goskor ar skol-veur, met ivez evit kreskiñ gopr al labourerien. Evel-se eo bet kresket deus 44% an niver a bredoù servijet en distro-skol abaoe m’eo bet lakaet e plas ar pred 1 euro. Gant ma z ‘eus muioc’h a dud o tebriñ ba RU eo ret gortoz pell a-raok bezañ servijet. Selaouomp diouzhtu Tifenn a zo studierez e Kampus Keryann e Roazhon. Eviti hollekaat ar pred da 1 euro a zo ur mennozh mat-tre ... Ur pennad-kaoz kaset gant Anton Burel.
Dilennadegoù Sened: start 'vo evit ar re C'hlas 'ba Penn-ar-Bed
Senedourien nevez ‘vo anvet ‘benn disul ! ‘ba Breizh ‘vo votet ‘ba Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Arvor ha ‘ba Isle ha Gwilen. Un hanter eus ar plasoù ‘bar Sened ‘vo lakaet war ra renk. An dilennadegoù Sened c’hall kemer perzh enno an dilennidi meur : ur vot di-eeun eo. An deputeed, ar senedourien, ar guzulierien rannvro, departamant, ar vaered hag an dileuridi ‘vo ret dezho mont da votiñ. ‘ba Penn ar bed eo dek listenn zo bet disklaeriet ‘bar prefeti : pemp listenn eus an tu dehou ha tu dehou pellañ ha pemp listenn eus an tu kleiz… PS, LFI, Rannvroelourien ha dizalc’hourien, hag an ekologourien. Muioc’h gant Glen Dissaux zo penn al listenn ekologourien ‘ba Penn-ar-Bed… Emañ gant Erwan Blanchard.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Kresk priz an dour-tan: ar gouarnamant 'neus embannet ar skoazelloù d'ar C'hallaoued
Lañset 'vo rakdilennadegoù an tu kleiz hudu gant un tabut
Bale diarc'hen beket Pariz: Jean-Yves Kemener war an hentoù evit difenn yec'hed an dud
Aet eo Philippe Le Balp, soner akordeoñs ar strollad Fest-Noz Diaouled ar Menez
Céline Kerbao zo bez-kampionez ar bed war velo!