Lizher 143 : Lizher ag an 11.09.1916.
Lec'h : E Erquery (Oise).
///Eh an d'esae respont d'ar lizherioù a hues kaset din... An Ao. Sevenou a C'hregam... An Ao. Sevenou arall a anavan ... An amanenn ar wezh-mañ n'en deus ket en em c'houarnet tamm... Kaset em eus deoc'h dec'h dre Hirgair, aet e permision, ma lavreg glas.. Roet em eus ivez da Hirgair ur voestig em eus lakaet 80 lur e aour e-barzh...
Moignou a vo bec'h àrnezhañ echu ar brezel... Evit diwezh ar brezel ne oui ket netra muioc'h evit ar re 'rall.. A-raok kement-se e vo ret gwaskiñ mat ar Germani...
Louis a skriv din ur gartenn souezhus a gasan deoc'h... Hirgair a gonto deoc'h [...], pegen bourrus eo ma micher get ar foll a zo da benn er gompagnonezh.
Kroaz ar brezel a zo kousiet pellzo... " Pour être un honnête homme il faut ne pas être décoré!"... Eh aer da gemer ur 15 bennak e pep kompagnonezh evit lakaat en active...///
Lakaat Loeiz da zonet d'ar gêr : « Les grandes manoeuvres » ; soñj Loeiz e-keñver an enorioù soudardek : kroazioù brezel, sitasionoù.