Lizher 135 : Kartenn ag an 13 ha lizher ag ar 15.07.1916.
Lec'h : Etre Herbécourt ha Dompierre.
///Toujours bien portant et sans changement. Reçu colis... Envelopper le b. dans du papier... Reçu nouvelles de Louis et de Facy.
Trugarez evit ar poltredoù... Ne gomprennan ket penaos c'hoari a ra ar gwenan... Marv eo maouez Botrel... Ur gartenn a gaveet amañ ag hon tachad, get ur merch ruz...
Kerzhet a ra an traoù a-feson atav... Doc'h tu Breihiz-Veur emañ startoc'h... Bout e zo prizonerion bremañ geneomp... Ur spont eo gwelet traoù sort-mañ.
Bout em eus butum a-yoc'h... Kant bok d'ar vugale ha da 'm zud. C'hwi, ma Vedig, a spered eh on e-taloc'h dalbezh. Met d'an noz dreist pep tra... Huanadal a ran deoc'h... Me gred neoazh e tosta an deiz ma c'hellimp en-dro en em gavet... Mem beg ar ho peg c'hwek, m'ho kar.///
Karantez diskleriet brav ha kaer ; taolenn euzhus ha blazus ar brezel ; labour ar soudarded kozh : naetaat an dachenn emgann, interriñ ar re varv ; beredoù an talbenn ha relegoù degaset d'ar vro goude ar brezel ; prizonerion é labourat gete ; eskemm poltredoù ; an amanenn atav : an arneñv.