en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Lizher 126 : Lizher ag an 09.05.1916.

Lizher 126 : Lizher ag an 09.05.1916.

Lec'h : E Proyart. ///Bet em eus bet ho lizher a gomzit din e-barzh ag ar sistr.... Ma n'en deus ket paeet, distaolitt un 20 real bennak dezhañ en ur skriv 'vel-mañ :«Monsieur,...» Mat e vo deoc'h lakaat an amanenn en ur voest kreñv un tammig a gaoz d'an tommder... Merhat eh aimp en-dro d'an trañcheoù... Deskit ar vugale da gariñ ar loened a ra vad... Doue en deus lakaet pep tra ha pep loen en e lec'h.... Me wel eh oc'h en em zebriñ a nebeudigoù... Ned oc'h ket maleürusoh bremañ evit kent... Mar en deus unan bennak d'en em glemm e pad pell ar brezel, emañ me eo ... Ar vugale ne gomprenont ket trawalc'h c'hoazh evit kemer poan genin... Ned eus 'met din-me, din-me hag a zlee ma-unan gouiet an dra-se, e hues eñ kuzhet... Rak mar bez tu na moaian, a pa vo klañv unan bennak ac'hanoc'h me yay e permision. Mar gellit parraat, ne yin d'ar gêr a-raok ma vo echu ar brezel. Grit-eñ, rak brasoc'h e vo ho poan àrlerc'h ha me, me c'hello lâret kenavo d'ar peoc'h goude. C'hwi po keuz ha me ivez... Ne gavan-me 'met lec'h din da goll kalon, hag amañ, an hani a goll kalon a zo un den parev. Na gredit ket em behe an disterañ plijadur er gêr... Na gredit kete kavahec'h tommder e divrec'h ur pried ha ... Na gredit ket e vihanahe ho poan... Netra ag an traoù-se n'o deus mui lec'h etrezoc'h hag ar Brezel... A pa zistroahen du-mañ, sur ne harzehec'h ket get an anken. Laoskit enta da dremen... C'hwi vo eürus arre, eürus a vout ma c'havet ha ma renevezaet. Betak eno, lârit emañ gwell bout dispartiet evit gober poan an eil d'egile... C'hwi vo eürus pas bout gouelet kement 'vel meur a unan arall, c'hwi vo eürus bout parraet azoc'hin a vout gwasket d'an anken... N'em eus ket-me hiraezh ebet d'ho kwelet e-pad ma pado ar brezel. N'em eus hiraezh 'met d'un dra : ma echuo ar c'hentañ gwellañ... Àrlerc'h e vo hañval doc'h a-raok./// Loeiza doc'h en em zebriñ a nebeudigoù ; bolontez Loeiz diskleriet eeun : erbat bout engortoz ag er gwelet éc'h erru er gêr a-raok fin ar brezel ; lec'h doere feiz ha kredenn Loeiz en e bennad hag en e emzalc'h e-keñver an Dever emañ staget doc'htañ ; dever ar c'hristen e-keñver Doue e-pad ar brezel hervez Loeiz : chom soublet dindan dorn Doue ; lec'h a zo etre nerzh kalon pep unan ag an daou bried : kriz-bras eo doc'h e vaouez hep marse er c'hompren ; «Grit eveldin hag e vo mat an traoù».

Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio