Lizher 122 : Lizher ag an 02.05.1916.
Lec'h : E Proyart.
///Erru omp e Proyart... An dud a ya da labourat pep mintin... Un ti a-bezh am eus evit burev... Kousket a ran àr ur gredañs... A-dreñv an ti eh eus ur malezad douar... Ar Germaned ne dennont ket kalz ... Ne c'hellan ket bout gwell enta....Eh on bet é welet ar bezioù... E Bro ar bezioù eh omp...
Gouiet em eus e hues lâret da Hirgair lâret din monet perm. ... D'an Ao. Moignou e hues skrivet evit er c'hargiñ ag ar mem doere. E-leiz a vad a ra din... Ne hues dober ebet da skriv d'an Ao. Moignou evit an dra-se... Mar deua ur wezh c'hoazh (rak setu div wezh) [...] e vo ret din er c'has da vale, ha marse c'hwi ivez... Ne lârin ger ebet fall deoc'h... Met a pa gargit re arall da gas din traoù a sort-se, c'hwi c'hell bout sur ne c'hellit gober brasoc'h displijadur din...
Eh on ma-unan éc'h ober rac'h al labour... Me gaso kartennoù deoc'h... Ur mandat a 100 lur... Evit ho kar... Koutant on [...] emañ daet mamm da vat en-dro... Man doere da Vari... Andrev a zo yac'h... Job ne ouian ket mard eo amañ...///
Bourc'h Proyart ; un tachad brezel kousket ; bezioù bras soudarded lazhet e 1914 ; drougigoù Loeiza ; Loeiz fachet ha Loeiza kaset da ... vrammet ; truchemant soudarded arall da lakaat Loeiz da zonet d'ar gêr ; pakadoù refuzet ; pennegezh ha bolontez reut Loeiz ; «Grit eveldin hag e vo mat an traoù» ; labourat evit ma ne vo tarzh ebet er c'hreñvlec'h savet en-dro dezhañ.