Lizher 124 : Lizher ag ar 04.05.1916.
Lec'h : E Proyart.
///Eh an d'esae respont d'ur lodenn ag an 20 lizher bennak am eus em seier é c'hortoz.. Netra da ober, eh an da redek... 1/2 eur àrlerc'h : Kavet em eus ur gampr(!) evit an eil-letenant... A pa ne skrivan ket e rannañ etre an dud... Kaset em eus ur pakad da di Bayon... Mandat a 100 lur. Prenet ar Larousse bihan din... Prenet e hues ur réveil....
Ne sellit ket doc'h ar goproù... A pa vihana an dud e keraont ivez 'vel an traoù... Ne faot ket soñjal a zonet du-mañ... Poan hor behe muioc'h evit biskoazh, evit tamm plijadur ebet... C'hwi zo-c'hwi diliamm... Beet eürus e-pad ma vin bev ha yac'h. Rac'h an traoù arall ne dalvont ket netra e-pad ma pado ar brezel... Pell on a vout ur sant ha ne vin pechañs biken.... Pell c'hoazh, merhat, e vo ret din loskiñ... ha c'hwi ivez.
Re Moignou a zo un tammig "stagus"... Ar Saozon am eus gwelet... Soudared a-feson int... E Frañs e vêr soudard palfors ; setu perak eh eus kement é treiñ kein.... E-leizh eürusoh evidomp...
Merhat e chomimp un herradig bennak amañ...Me zo-me dijapl... Ma-unan-penn, met ne vern... Er gompagnonezhoù arall eh eus 4 éc'h ober ar labour ; amañ eh omp daou a pa vez ma c'haporal-fourrier amañ ha ni zeua da benn ur sort...///
E-kreiz un darempred dre lizher ledan-bras : un den anavet-bras e oa ; skriv a zo ret : derc'hel e garned a zeiz da zeiz (testoni evit an diavaez) ha skriv d'ar gêr (diskarg e galon, komzoù frank ha spis diskleriet etre daou bried) ; goulenn ul Larousse bihan ; dizaliiñ Loeiza a zonet d'er gwelet ; maouezed é tonet da welet o gwazed a-dreñv an talbenn ; digor e galon dre lizher a zo bet un dra diaes-bras evit kalz a dud.