Lizher 113 : Kartennoù skrivet d'an 09, d'an 11, d'an 12.04.1916.
Lec'h : E kostez Foucaucourt.
///Me garahe kaout oar da skriv... Bemdez e kouezh paperioù nevez àrnin... Arc'hoazh d'an noz pe dimeurzh vintin eh aomp da Chuignes evit 20 deiz... Hag e teuimp goude da bas 20 deiz en-dro amañ hep bouljal ag an trañcheoù... Na poan a hues get ho matezh !... Jojeb a zo yac'h bepred... Kenavo, ma Vedig-me. Karit-me 'vel m'ho karan.
Netra a nevez. Frev... Resevet pakad...
Tarzhal a ra an traoù e-kostez Verdun : me gred e verray ar brezel a gentizh ma vo start an traoù eno... Bet em eus bet ur gartenn a Louis... Didrousoc'h ha dizañjerusoc'h eo bout er gentañ linenn...///
Arvarusoc'h eo bout un tammig a-dreñv eget bout er gentañ lienn ; ar potarnaj eo an danjerusañ tra ; diskuizh ne vez ket gwir diskuizh ; ar fourrier e-kreiz ur bed melestradurel : stad mil tra da zerc'hel ha da sevel : al loened, ar boued, kroazioù brezel, tud klañv, tud e permision, tud kastizet...; ul labour sot met un digarez da ankouaat ar vuhez.