Lizher 112 : Kartennoù skrivet d'an 02,03, 04, 05.04.1916.
Lec'h : E kostez Foucaucourt.
///Labour em eus arre muioc'h evit bihanoc'h. Yac'h on neoazh... Dec'h da noz hor boa bountet potarnoù muioc'h evit bihanoc'h àr gein ar Germaned ken e vlejent !... Resevet lizher get kartenn evit kenderv Moignou...
Lârit da Herve e vo ur groazig pe un erminig a vo kaset dezhañ... Doere a Job dec'h get ur serjant... Kom a rer atav atav ag hon diblas met ne vimp ket kaset da Verdun...
Mab an Diaoual a zo foll... An ao. Vallee hag a zo ur sant... Soñjal en amanenn da gas din... Hiniv ur mandat a 50 skoed a gasin deoc'h an deizioù-mañ.
Burzhud ken ker 'vel m'emañ an traoù en Oriant... Kas a ran deoc'h da di Bayon ur pakad : butum evit me zad, chokola evit ar vugale ha mamm, pâte dentifrice evideoc'h.
Gervel a rer ar c'hlas 88... Evit kemer lec'h ar yoc'h re yaouank oa c'hoazh kuzhet du-se, à-dreñv... Lizher a Vellag, ag Anna Jehannou, Choleau, Julien ar Gall.
Frev bepred... Arc'hoazh vintin eh aomp d'ar bouzellennoù.
Netra a nevez. Eh omp er bouzellennoù.///
Krogadoù ha krogadigoù ; bal ar fuzeennoù ha strafuilh evit netra ; teurel houarn àr al linennoù arall evit ma vo dalc'het tud en linenn (atav evit na vo ket tu o lemel evit o c'has da Verdun pe d'ul lec'h arall ma vez en em gannet start) ; Mab an Diaoul (An Dibreder) ha Vallee, renour Kroaz ar Vretoned.