Lañset eo skipailhad Frañs merc'hed foot gouezeleg.
Disadorn paset e oant bet é c'hoari e Toulouse enep Bro Italia, ar c'hrogad ketañ a-lie etrevroadel evit ar skipailhad frans ha get merc'hed. Gounidet doa skipailhad Frans enep an italianezed : 29-10. Anne-Sophie Mangouero a c'hoaria e skipailhad Gwened a-c'houde 2 vlez bremañ lec'h ma c'hoaria assambl ar baotred hag ar merc'hed. Dibabet e oa bet get div genseurtez a Wened evit diwhenn livioù Bro Frañs. Hiroc'h e lâra deomp.