en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Lizher 98c : Lizher skrivet d'an 19.02.1916 (noz).

Lizher 98c : Lizher skrivet d'an 19.02.1916 (noz).

Lec'h : El linenn... ///E respontan d'ar lizherioù 'hues kaset din d'an 12 -13 - 14 - 16... Ma unan-kaer bremañ [...] 'vel ma fourran bout : ma unan doc'h taolig ma burev... Un neizhig... Ur gampr get div c'holc'hedad plouz... Setu ma maner. Er-maez, an tapennoù glav a gouezh... Dre pep div wezh, ur boled fuzuilhenn... 'Vel-se emañ bamnoz hag e-pad an deiz... Diaes eo bout eürusoc'h en ur brezel. Monet da glevet oferenn an ao. Moignou... Lâret e vo dindan an douar 100m a boan doc'h an eneberion... Na spontuset soñjoù a rer ur sort a pa lezer ar spered da redek er vuhez-mañ ! Na pegours ec'h echuo-hi ?... Mat e rit pas bout klouhañnek... Ar re en devo graet gwad fall a vo kousiet o buhez evit mat... Doue a ra mat ar pezh a ra... Nebeutoc'h a vo da añdur er vuhez arall. Ne vez netra kollet evit ar re a gar Doue... Man gourc'hemennoù da Fin ha d'he mamm.... Me gred e teuin da benn a sevel tres ur gountell paper... Ret e vo deoc'h gortoz atav peogwir ne gavan ket oar... C'hwi lâro da Nene ha da Herve penaos Jezuz a zealou doc'h ar vugale... Mar karont enta selaou mat doc'h ho mamm [...], an Aotrou Doue a selaou doc'hte ivez ha Tetad a vo sur a vonet d'ar gêr. - Leskit an dud amiot da gomz.... - Bet em eus bet lizher a Jojep... A Lafabrier, a Vellag... -Diwallit atav a serrezh paourentez. Trawalc'h eo a unan ac'hanomp bout dindan an amzer... - Lizher ag ar person ivez. Distreiñ a ran deoc'h ho kloestr get an difariadennoù... Ha bremañ e yan da lenn un tammig.... Pegoulz e vo e c'hellin-me c'hoazh lenn 'vel-se em gwele bras du-se er Goazh-Kêr ?... Pegoulz e kuitay a-ziàr hor buhez ar gogusenn gwad a zo àrnezhi...? Pegoule e c'hellimp arre beviñ 'vel hon tud kozh, e peoc'h, en hor bro didrouz ?... Seblant ebet d'an echumant... Donet a ray neoazh... Adal ma vo ar peoc'h peurbadus a zay goude, adal ne welo ket hor bugale ar pezh hon eus-ni gwelet... En em garit mat du-se da c'hortoz an hini ho kar kement rac'h hag a zo ken goulle e vuhez hepzoc'h./// Koll kalon pe derc'hel ; seblant ebet d'an achumant ; ar soñjoù é nijal davet ar gêr : an hiraezh zo dañjerus ; ur gogusenn gwad ; añdur adalek ma vo "la der des der" ; ar brezel a zo ar spontusañ tra a c'hell bout : "Tout, sauf la guerre" ; traoù gwirion displeget brav e brezhoneg ; brezhoneg ha galleg e lizherioù ar vrezhonegerion.

Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio