en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Lizher 93b : Lizherioù skrivet d'an 10.02.1916.

Lizher 93b : Lizherioù skrivet d'an 10.02.1916.

Lec'h : Saulchoy. ///Ne 'm boa ket bet oar da skriv doc'h.... Ar pae a oa geneomp... Paeiñ paseiñ 200 a dud. Oc'hpenn 1000 lur a goust 'vel-se bep dek deiz, pep kompagnonezh d'ar vro... Oc'hpenn 30.000 lur ar miz ken 'met get an dud ag ar 88vet !! Nag un dispign spontus... An ofiserion a ya muioc'h c'hoazh gete... Roet em eus ho kanenn àr ar gloestr d'an ao. Moignou... Mat e rit gwerziñ ha lakaat ho spered da sevel driest an douar... Ne c'hellan ket-me gwerziñ... Lenn aran e-leizh hag evel-se e kavan berroc'h ma amzer... Me zalc'h da veviñ 'vel ma veven ... Ne oan ket atav ur mad da vonet d'an tavarnioù... Na gemerit ket enta poan get ma argant... Bet em eus bet ur lizher a Vokaer... Tangwall hag e zous. Doere ebet a Vellag... Nag a Barker... Ne gomzer ket atav a chañch lec'h deomp... Hon tud neoazh ned int ket fur... Ur vezh eo o gwelet. Jemari a oa leun dec'h... Eürus e vehe a pa garahe en em zerc'hel anezhañ... Erru hor paour-kaezh kapiten amañ hag e komz hep ehan..../// É komañs sevel e gastell d'en em vertimiñ e-barzh : brezel d'ar brezel ; an digoll ag ar brezel a zo an evaj evit kalz a soudarded ; Bretoned a-feson ha Bretoned dizonest ; distreiñ davet Doue : ar gloestr d'ar Galon-Sakr, unvaniñ an araog hag an a-dreñv dre ar bedenn ; kanenn savet get Loeiza ; lakaat ar Galon-Sakr àr ar drapo ; Loeiz ne skrivo ket gwerzennoù e-pad ar brezel ; ur sell pell doc'h hini an "Anciens Combattants".

Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio