Lizher 84 : Lizherioù skrivet d'ar 24 ha d'ar 25.01.1916.
Lec'h : E Frestoy, e-tal Songeons, Oise.
///Drailh a ra nebeutoc'h ma zreid.... Komz a rer ag hor c'has arre da gostez Meaux... Degemeret mat-tre hed-ha-hed d'an hent... Roet friko deomp... Ne glevomp ket trouz an emgann. En ur gêr àr ar maez eh omp... Aet eo Hirgair kuit ar mintin-mañ... Revue Hebdomadaire am eus roet dezhañ evit kas deoc'h... Kas a ran deoc'h ur follenn get goulennoù... Da glazh àr-lerc'h ar soudarded kollet... Ar mintin-mañ eh eus ur revenn wenn... Nag ar vatezh ? ... Ar c'hraoù a vez skarzhet pep mintin... Kaset hon eus c'hoazh 9 soudard d'ar C'holoniale... Penaos emañ seblantet an ed ? Diwallit doc'h ar sistr... Evit an avaloù-douar...///
Bourc'hoù an Oise ; degas brudoù é redek a servij gwirionez an testoni ; degemer karadek tud Coye, e koadoù Chantilly ; Jemari Menteg, un den a fiziañs kentoc'h evit ur c'hamarad ; an "tampon" ; Julian Hirgair a Gervignag.