Lizher 66 : Kartenn ag an 11.12.1915.
Lec'h : Talbenn Massiges. Manez 180.
///Glav atav hag avel foll ! Ret eo din derc'hel an douar dreist ma fenn get planch ha postoù koad ! Nag ur vuhez ! ... Ur livour ag an Oriant, Gauffriand e anv... Ned eo ket fall zen anezhañ... Ne 'm eus gwelet Guillouzo 'met ur wezh. Ar c'hakao a zo mat... A pa n'hellan ket kaout kafe... Da Verr-Manez arre...///
Gauffriand, livour taolennoù àr ar marc'hadoù ; ur c'heneil mat da Herrieu ; lakaet e vo er "service du camouflage" evel kalz a liverion hag arzourion arall.