Ur gêriadenn "Nedeleg" dreistordinal e Lambaol-Gwimilio
Ouzhpenn ur c'hraoù evit Nedeleg eo an oberenn 'zo kinniget gant ///Jean Pouliquen///. Abaoe ///19 bloaz/// emañ paotr Lambaol-Gwimilio o sevel e barrez gant tiez bihan graet e mein. Hag e kreiz ar gêriadenn e kaver kraoù ///mabig Jezuz///. Ar bloaz mañ 'neus Jean Pouliquen staliet 'ba iliz Lambaol seizh ti mein 'zo graet gantañ dija diwar ar pemp ti warn-ugent 'neus savet. Ar bloaz mañ 'zo da welout unan nevez, unan brav kaer kizellet dre ar munudoù dindan 500 eurvezh. Selaouomp Jean Pouliquen eus mikro ///Erwan Blanchard.///
Bemdez eus 9e beure da 6 e noz c'haller mont da wel ar ch'raoù 'ba iliz Lambaol. Ouzhpenn 'vez graet un tamm kest gant Jean Pouliquen da sikour ober puñsioù 'ba bro Etiopia: un tamm kenskoazell a glota gant spered Nedeleg.