Lizher 62a : Lizher ag ar 05.12.1915.
Lec'h : E Courtémont. (Lodenn gentañ)
///A-raok monet d'an oferenn ... Erru eo an ao. Moignou... É komz ag ar gêr, ac'hanoc'h, ag ar vugale, a ma zamm ha ma mamm... Derc'hel penn d'an anken... Kaset en deus din ur vantell... Ar pakadoù a zo chomet e ti ar Bayon... C'hwi a lâro din mar ho po resevet an argant... An troc'h-paper a zo troc'het met ...
Ma zad ha ma mamm ne garont ket bout tennet o foltredoù... Evit bizoù Frañsoaz ne c'hellin ket... Ur c'houlouenn bemnoz...
Mat e hues graet kemer un tad gwaz...///
Doereoù ag ar gêr daet get an ao. Moignou : kas tud da welet e re, d'ober al liamm "fetis" etreze ; pakadoù kaset ha degaset plaen dre di ar Bayon ; ar serjant Herrieu : un den gwelet mat, karet ha doujet get soudarded e gompagnonezh ; "artisanat du front" : kekaeroù kaset d'ar gêr ; eskemm fotoioù ; sorc'henn ar gwazi ; un den é pellaat tamm-ha-tamm doc'h muzul traoù an a-dreñv.