Kig kirvi war an daol evit predoù ar gouelioù
'Mañ an Nedeleg e fin ar sizhun. Gant ar gouelioù o tostaat 'vez tud zo o klask degas tra pe dra dibar war an daol da fiskoan. E Plonevez ar Faou zo staliet un ti-feurm ispisial un disterañ: al loened a vez kavet eno ne vênt ket war bep taol da Nedeleg, n'eo ket gwazi int met kirvi. Memes tra eo d'ar c'houlz-mañ 'bloaz a vez gwerzhet ar muiañ a gig kirvi gant ar Familh Rannou, evel lâr Yves Rannou deomp, ha hemañ bet krouet ar menaj gantañ. Deus mikro Tudual Karluer.