Manifestet o deus tud an inizi ar mitin-mañ e Gwened.
Tost daou vil e oa gwisket get o chupennoù melen d'ober trouz ha lakaat o mouezh da vout klevet. Faotiñ a ra dezhe kemer perzh er chenjamant DSP a vo fed ag an transport dre ar bagoù etre an douar braz hag an inizi : Gerveur, Grwe, Houad hag Edig. Kaset eo da benn get ar c'huzul departamant hag ar gumpanunezh Oceane, ur lodenn a Veolia. Goulenn a ra ar c'holektif bremañ ma vo daleet ar chanjamant 'benn ar blez-mañ-za, amzer da eskemm. N'int ket bet degemeret get tud ar c'huzul departamant hiziv. Olivier Ferrando eo peizant bio àr enezenn ar Gerveur. Selaouamp doc'htoñ doc'h mikro Yaelle ar Mouel.