Inour vo roet d'an soudarded marv e 1914.
Bep blez a-c'houde eizh vlez 'zo e vez roet inour d'ar soudarded a-vreizh marv er brezel bed ketañ get ar gevredigezh Santez Anna Gwened. Un devezh e brezhoneg evit derc'hel soñj ag ar 140 000 a soudarded marv. 'benn an unnek a viz Kalañ-Gouianv e vo, e iliz meur Santez Anna Gwened. Sonennoù vo sonet get pareoù Trouz ha dirouz a Bleheneg ha Kaloneu derv bro Pondi, ha testennoù vo lennet get Joj Belz ha Jean-Pol Rieux a-hed ar lid koun. ar blez-mañ o deus bet c'hoant da lakaat mouezh douaroned ar soudarded da vout klevet. Jean-Jacques ar Floc'h eo prezidant Santez Anna Gwened. Hiroc'h e lâra deomp doc'h mikro Yaelle ar Mouel.
Emgav neuze 'benn ar meurzh 11 a viz Du, da 3eur d'enderv e iliz meur santez anna gwened.