'Benn fin ar miz 'vo roet lañs da gampagn Bank ar boued
30 vloaz eo Bank ar Boued. E 2013 'zo bet dastumet 1750 tonenn a voued e Penn ar Bed kement ha sikour kazi 8000 a dud en departamant. A-feur ma 'z eer gant an dienez e Frañs e weler muioc'h-mui a dud o c'houlenn sikour digant Bank ar Boued. Bec'h 'zo war ar 94 den a vez o labourat e Kemper hag e Brest, bras anezho o sikour a-youl vat, evit kinnig ar muiañ niver a broduioù liesseurt.
E fin miz Du, evel bep bloaz, e tastumo tud a youl-vat pouvezhioù er stalioù bras 'benn bouetañ ar re ne c'hellont ken en-ober.
Katell Uguen 'zo bet da wel' penaos ez ae Bank ar Boued Kemper en-dro. Charles Normant 'n eus displeget pelloc'h dezhi.