War zIORREN e ya PORZH BREST
Emvod ar c'huzul rannvro Breizh bodet diriaou ha digwener tremenet oa troet war ar rakbudjet evit ar bloaz a zeu. Teuliadoù all / ha pouezus 'zo bet studiet ivez, 'giz hini dazont porzh Brest.
Kant pevar million ha tregont (134 million ¬) 'vo postet enno etre 2013 ha 2015. Donaet 'vo ar porzh koñwerz hag e memes koulz 'vo ledanaat ar polder - da lâret eo an douaroù gounezet war ar mor - evit degemer ar pol greanterezh nevez, hini energiezhioù ar mor. A-unvan 'oa an dilennidi evit difenn an teuliad-se. Selaouit da gentañ Gérard Lahellec, eil-prezidant ar rannvro e karg eus ar porzhioù. Da heul 'vo klevet Herve Guelou, evit an tu dehou, hag Herri Gourmelen evit an UDB / an holl a-du krenn gant ar raktres-se. Dre ar budjet a vo lakaet 'barzh nevezentiñ porzh Brest, 'vez komprenet pouezh ar raktres, a zispleg deomp Gérard Lahellec...