15 vlez eo skolaj Diwan ar Morbihan.
E penn ketan e oa bet staliet e Planwour mes daou vlez goude, e 2001 e oa bet dilojet e Gwened àr ribl ar Rabine. 'Benn àrc'hoazh e vo lidet an darvoud, ar 15 vlez e kêr Pleskob. An digarez da dolpiñ an dud deus kemeret perzh evit er sevel, mes iwez kelennerion, kerent, skolajidi ha c'hoazh. David ar Gal, kelennour ha renour ketañ ar skolaj ha Stephanie Menec, renourez a-c'houde 10 vlez 'zo bremañ a zisplega deomp pelloc'h. Emaint o-daou doc'h mikro Andrea ar Gal a RBG.