'benn disul e vo savet La Grande Tétée e Frans a-bezh.
Tolpadennoù a vo e Breizh ma vo bodet mammoù é rein bronn d'o fouponed, èl e Kemper, Gwened, Ploervael, Pondi pe Roazhon. An digarez eo da lakaat ar gaoz àr ar gaoz àr ar laezhiñ ha da vrudiñ ar feson-mañ da vagiñ ar bouponed. Pezh n'eo ket ken anat hiziv an deiz. Gwenn de Parscau deus ganet ur c'hrouedur tost daou vlez 'zo, Keran e anv. Mennet e oa da reiñ bronn dezhoñ daoust ma ne oa ket bet aes berped. Hiroc'h e tispleg deomp doc'h mikro Yaelle ar Mouel.