Ar minorelezhioù: un tem eus ar c'hiz!
Abaoe un nebeud mizioù e klever anv deus pobloù minorel a fell dezho dont da vezañ emren. E Bro Skos 'oa dalc'het ur referendum ha daoust ma 'z eo bet votet e chomo stag ar vro diouzh ar Rouantelezh Unanet 'zo bet gwelet splann c'hoant ur bobl da vezañ dizalc'h. E Katalonia eo memestra; raktres 'zo da gaout ur referendum 'benn an 9 a viz Du o tont evit ar Gatalaniz da c'houlenn o emrenerezh diouzh Bro Spagn. Mikael Bodlore-Penlaez, kartenner hag arbennigoù war ar pobloù minorel a zispleg deomp hiroc'h ouzh mikro Katell Uguen.