en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Manif e Gwened : Tud an inizi a stourm a-gevred.

Manif e Gwened : Tud an inizi a stourm a-gevred.

Dec'h oa manifestet get tud inizi ar Morbihan e Gwened. Sevel a reont klemm ker e vo chanjet an dsp doc'h ma sell an transport dre ar mor etre an douar bras hag an inizi. Mes ne vo ket chenjet evit mat ker eo bet reskontet d'ar galv get ur gumpagnunezh hepken, ar gumpagnunezh Oceane, ur lodenn a Veolia, hag a ra dija àr-dro an dra-se a-c'houde 2007. Hag er raktres eh eus bet kresket ar prizioù evit razh an dud ha lakaet nebeutoc'h a vonet ha donet dre ar bagoù. Tro dro eizh kant a dud oa dec'h dirak ti an departamant e gwened é tonet a enezenn Gwre, ar Gerveur, Edig ha tud ag an douar bras iwez oa daet da vitin da vonet enep ar feson ma vez graet àr-dro ar servij publik-mañ. Ha da glask chenj an traoù e-raok ar seitek a viz kalan-gouianv. Selaouamp doc'h Jo ar Porh daet ag enezenn Grwe da Wened dec'h da vitin.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio