SDEFI Jeunes : evit gouiet penn d'an energiezhoù.
Dec'h 'oa roet lañs ar "SDEFI Jeunes", ur gentrivadeg eko-sotoian 'zo savet get ar SDEF (Sindikad Departamant an Energiezhoù). Kinniget eo d'ar skolidi 'ba Penn-ar-bed kemer perzh 'barzh ar c'hoñkour : dezhe da ginnig ur raktres war dem ar cheñchamant mod da implij an nerzh. Ur lodenn ag ar Sdefi eo monet betak Landivizio da welet un diskouezhadenn a-zivout : "troiad an energiezh". Daet oa bugale ur c'hlasad skol divyezhek Lestonan en Erge-Vras d'he gwelet an dec'hd'enderv. Da vitin 'oant e-tal Sizun da weladenniñ ur stankell. Selaouomp, da gentañ, Maïwenn hag he mestr-skol Remy Toulhoat. Get Erwan Blanchard.