Aozañ ur votadeg e Kemper 'vit adunvaniñ Breizh ?
Sed aze ar mennozh 'oa diwanet dimerc'her da noz e Kemper e-doug un emgav aozet gant Ouest France. An diviz« Faut qu'on en parle » n'eus kaset d'ur raktres votadeg, kinniget gant Naig Gars, kuzulierez rannvro, 'benn goulenn o soñj digant ar Gemperiz hag an dud war-dro da-geñver adunvaniñ departamant al Liger Atlantel ouzh Breizh pevar departamant. Muioc'h a ditouroù gant Naig Gars ouzh mikro Katell Uguen.