Dilennadegoù Senad: listenn ar PS
'Benn disul 'vo dalc'het dilennadegoù senad 'ba Frañs. 'Ba Breizh eo tro an dilennidi veur 'ba Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Arvor ha Morbihan yaio da votiñ. Tri bloaz 'oa dilennet ar senatourien 'ba Morbihan ha 'ba Liger-Atlantel ha war un dro oa aet an tu kreñv gant an tu kleiz 'vit ar wech kentañ 'ban Istor. Taolomp ur sell war Penn-ar-Bed: nav listenn 'zo war arenk 'vit pevar blas senatour 'ba Pariz. Frañçois Marc 'zo penn listenn PS 'ba Penn-ar-Bed 'lar deomp peseurt roll 'neus ur senatour war an dachenn.