A la recherche de Vivian Maier
SIN-140919- À LA RECHERCHE DE VIVIAN MAIER.docx
À LA RECHERCHE DE VIVIAN MAIER
Ur film sevenet gant : John Maloof ha Charlie Siskel (2014).
Gant : Vivian Maier, John Maloof...
Tud zo e vez komzet anezhe diouzhtu, ogozig goude o ganedigezh pe goude o bloaziadoù kentañ d'an nebeutañ. Mozart da skwer, hag a oa ur mestr dija da bewar bloaz, mez tro am eus bet ive, n'eus ket pell zo c'hoazh, da weled ur paotr bihan a Vro-Sina é soniñ gant ar piano, fasibl evel ur maestro leun a skiant-prenet gantañ. Siwazh n'em eus ket dalc'het soñj ag e hanw. Marguerite Yourcenar, en he levr Mémoires d'Hadrien, a skrive ne vehe ket komzet a Julius Kaezar hiziw pa vehe bet marvet da hanter-kant vloaz : goude an oad-se en doa graet e daolioù brudetañ, ar re dalc'het gant an Istor. Dam ya, lod ag an dud, mez nebeud anezhe nawazh, a daol o frouezh diwezhad. Gwazh a-se evite mar marvont e-raog an termen. Gwazh a-se evid ar bed ivez (marse) : den ne ouio biken pesort teñzor o doa da leuskel dimp ! Arabad gortoz ho retred evid ober ar pezh a blij deoc'h enta, pe evid ober ar pezh a gont ar muiañ evidoc'h. Lakaomp e vehe goulennet ganeoc'h : da eur ho marw, pesort tra ho pehe keuz dezhañ boud chomet heb henn ober pe heb henn kas da benn ? Ale tudoù, mard oc'h é vevañ trankilig hag ar santimant-se en ho pennoù ho peus laosket a-gostez un dra bouezuz, na chomit ket da stranañ na da ruzal kén ! Stagit gant ho pennoberenn diouzhtu, taolit ho jol, taolit ho tonezon, taolit ho pinvidigezh er-maez d'o roiñ d'ar bed...
Ma, setu amañ un den ne vehe ket bet klevet komz anezhañ marse keneve un arall. An den : sevener an teulfilm-mañ, un Amerikan yaouank, John Maloof. Ha piw e oa an arall ? Ur vaouez bet ganet e New-York gant ur vamm a Frañs ha waet da vevañ e Chikago. Labouret he doa, ya : diwallerez bugale vihan, "noun" kwa. Setu aze ar vicher he doa graet he buhez-pad. Ne oa ket an dra-se he fal, tamm ebed, mez ur mod d'ober ar pezh a gare ar muiañ ober. Gras d'ar vicher-se e yae-hi er-maez, er ruioù, e-sigur moned da aveliñ pennoù ar re vihan e oa e karg anezhe. Mez ne oa ket ar pezh a rae hebkén : ar pezh a blije dezhi dreist peb tra oa tennañ portredoù gant he Rolleiflex prenet dezhi, unan modern a-walc'h evid ar mare, gouied a rit marse, ur benveg-fotoioù a vez dalc'het douzh ho kof ha sellet douzh ar sujed eh oc'h edan fotografiañ dre ur fenestrig brazig a-walc'h war lein ar vouest. Ur vodell, kozh bremañ marse, mez efeduz.
Hanw ar vaouez-se : Vivian Maier. Goude boud bet é weled ar film e talc'hoc'h soñj ag he hanw. Adal breman ne vo ket ankouaet, ha dre ar bed a-bezh. Perag ? Beteg nevez so ne oa ket brudet he hanw e neb feson. Evel ma lâre Yann-Bêr Kalloc'h en e varzhoneg, bevet he doa kuzh ha diglod ! Dre zegouezh e oa bet prenet negativoù fotoioù, kasedadoù anezhe, gant ar paotr yaouank, John Maloof enta, en ur sal gwerzhañ bennag, e 2007. Sabatuet-net an den pa'n doa sellet douzh ar fotoioù a oa kuzhet aze, e gwenn ha du ar peb brasañ anezhe. Gant ar bamet ma oa zokén en doa skignet un nebeud anezhe war ar rouedad, ha sod-mik an dud gant ar portredoù-se. Neuze, setu hon den é klask gouied hirroc'h. Kentañ sin a Vivian Maier e oa bet he lizher-kañv en ur gazetenn bennag : marvet eo Vivian Maier e 2009, tremenet he 80 vloaz ganti. Goude klask c'hoazh e oa daet John Maloof da benn a zoned da serrañ an oll fotoioù he doa graet ar vaouez dianav-se e-korf he buhez : 150 000 anezhe, heb kontiñ filmoù bihan ouzhpenn.
Setu neuze ur vaouez he doa savet un oberenn ramzel, mez chomet en he c'hognell : biskoazh n'he doa komzet ag ar pezh a rae, daoust d'an dud gweled he Rolleiflex ganti ataw pa yae er-maez. Tristig e oa bet fin he buhez : lod ag ar familhoù he doa rentet servij dezhe pa oa yaouankoc'h, a baee he feurmaj dezhi en he c'hozh-bloazioù. Un dra sekred e oa he labour enta, un dra a oa dezhi he-hunan, a oa tonket da chomel en he c'hampr, beteg he marw d'an nebeutañ. Gelliñ a raomp en em c'houlenn perag he deus dalc'het kement-se war he sekred. Gouied a rae sur a-walc'h ne oa ket null he labour. Ar pezh a zo kuriuz, daet e oa an tennañ-portredoù da voud ur sort kleñved eviti : ne selle ket douzh ar fotoioù graet ganti zokén, peogwir e oa bet kavet kantadoù a vouestoù hag enne filmoù na oant ket bet devlopet. Marse e kouste re gér o diskuliañ. Marse n'he doa ket dober ag o gweled, ken sur ma oa ag he lagad pa dape ur "sujed" bennag, un test bennag. Neuze : uvelded, ambazhted pe orgouilh divuzul ? Kalz ne vern. Ema hec'h oberenn ganimp bremañ, hag an oberenn-se a chomo testeni he buhez, ur vuhez nad eo ket bet kollet, daoust ma n'he doa ket anavet he c'hlod.
Jean-Claude Le Ruyet.20140919d.88C.