Keit d'ar Fil, Fil d'ar gêr 2014 - 5/5.
@@@Marie Le Cam@@@ sonerez biniou braz ha prezidantez kelc'h ha bagad Kevrenn Alre a gont deomp hiroc'h a-zivout ar grouidigezh Breizh Kabar a veska sonerezh ar vro get Maloya a vro Reunion.
@@@Tristan Le Govic@@@ telennour a-vecher a lar deomp peseurt liamm en deus get ar broioù kelt. hiroc'h e lar deomp a-zivout e bladenn nevez flamm Elva.
Kronikenn Boued, Menam menam : Roamp inour d'ar vro vo pedet 'benn ar blez-mañ-za : Kerne Veur ha tañvamp "Cornish pasties" hag "scones get koñfitur". get Aleks.
@@@AVAZ : un eskemm etre Breizh hag Iran.@@@ Annie Ebrel a gont deomp hiroc'h diàr-benn ar raktres-se douget get Keyvan Chemirani.
@@@Roderic@@@ a lenno deomp ar lizheroù bet kaset deomp get tud gwir pe pas, hag e reskonto dezhe.