"i love Roazhon!"... ur c'hamp vakañsoù e brezhoneg!
Pa deu an hañv e vez chalet kalzig a gerent da c'houzout penaos dudiañ o vugale 'pad o vakañsoù. Niverusoc'h-niverusañ eo ar c'hampoù evit ar vugale hag ar re yaouank, ha dibab a zo.
Katell Uguen a zo bet da heuliañ unan anezho dec'h, kaset e brezhoneg penn-da-benn. Met petra 'vez graet neuze 'doug ar c'hamp "I love Roazhon" ? Selaouomp soñjoù Eliaz, Marianne, Loeiza, Salomé, Mona ha Maelis.