Heol : ur moneiz kengred 'ba Brest
Ur moneiz nevez 'ba Brest! 'Benn miz Genver kentañ 'vo posubl implijout ur moneiz anvet Heol, ur moneiz evit eskemmoù gouestlet d'an ekonomiezh sokial ha kengred. Abaoe daou vloaz emañ an dud labour war dachenn an ekonomiezh sokial o prientiñ erru an Heol ha dreistholl ar gevredigezh Adess eus Brest. Roet 'oa lañs d'ar raktres, da gentañ, gant ///Yannig Bigouin/// 'zo kenurzhier ar gevredigezh Cres 'zo 'ba Brest ivez. Muioc'h a displegadennoù gantan eus mikro ///Erwan Blanchard.///