Ar muntrer didrouz
THE SILENT KILLER
(Ar muntrer didrouz)
Un teulfilm sevenet gant : Jacques Losay (2013).
[Skeudennoù gant Jean-Claude Le Ruyet:
-Maketenn ar Bugaled Breizh, ged Dominique Launay
-Michel Douce, Dominique Launay, Jacques Launay e sinema An Alrae d'ar 27 a viz Mezheven 2014]
"Fiziañs em eus e justis ma bro." Setu ar pezh a soñj ar sitoaianed pa vezont koutant ha fier bevañ en ur vro bennag. Fiziañs em eus e justis ma bro. Gouied a raomp a-c'houde Jorj Bush ar Mab eh eus broioù a-dreist d'ar re arall a-fed droedoù mab-den, a-fed demokratiezh. An Amerik evel-just, ar Frañs ive sur a-walc'h en em laka war roll ar broioù-se, broioù demokrateg kant dre gant, broioù lec'h ma c'hell ar sitoaianed lâred o deus fiziañs e justis o bro. Mez kit da weled ar film-mañ, The silent killer, da lâred eo Ar muntrer didrouz.
Soñj ho peus sur a-walc'h a hanw ar vag-pesketa-se, ar Bugaled-Breizh, a oa bet kaset da strad ar mor d'ar 15 a viz genveur 2004, troioù kreistez, ha gwenn ar mor nawazh. Seizh segondenn ha tregont a oa bet trawalc'h evid lakaad ar chaluter-se, 24 m dezhañ, da soliñ, ha pemp martolod beuzet en un taol heb boud bet amzer da lakaad o jiletoù-saveteiñ. Deg vloaz goude n'anavomp ket ar wirionez c'hoazh. Barnerion Kemper, e 2010, o doa lâret e oa ur lestr-spluj a oa kaoz. Mez torret eo bet barnedigezh Kemper gant lez-varn Naoned e 2014 : douget o deus barnerion Naoned un nepenn (un non-lieu), da lâred eo n'int ket evid lâred ar wirionez d'ar familhoù.
Gouied a raomp eh eus listri-spluj gant ar broioù, listri-spluj nukleel meur a wezh. Ar bagoù-se a rank chomel kuzh ha didrouz par ma c'hellont dindan ar mor, e-pad miziadoù, evid ma ne vo ket gouiet gant an enebourion e-menn emaint. Gouied a raomp e oa embregadoù gant morluioù zo ag an OTAN er mare hag en tachad ma oa ar Bugaled Breizh é pesketa. Boud e oa an embregadoù-se e sud ar Beg Lizard, hag a zo e Bro-Gernow (Breizh-Veur). Lestri-spluj ag ar Frañs, a Vro-Saoz, ag an Alamagn, ag an Izelvroioù (hag ag an Amerik marse ive) o doa en em dolpet er lec'h-sen evid embreg war-un-dro. E-mesk an oll hipotezennoù bet savet gant ar familhoù hag o alvokaded (ha gant barnerion Kemper, n'henn ankouaomp ket) n'eus nemed unan a chom gwirhañval : heni ur lestr-spluj.
Mez gant an arme, amañ gant ar morlu, dreist-oll pa vez hanw ag ur lestr-spluj nukleel, penaoz ober ? Rag aze ema pod-pri pod-dir. Petra a gont buhez pemp martolod, pemp pesketaer, pa vez sekredoù-stad da viroud ? Nebeud a dra. Diskoueziñ a ra ar film penaoz e oa bet roet da grediñ d'ar familhoù ha d'ar sitoaianed e oa bet toset ar chaluter gant ur lestr-karg ag ar Filipin, pa ne oa ket hennezh e lec'h ar peñse d'ar momant-se. Pemp miz kollet, amzer marse da guzhad prouennoù jenuz. A besort bro e oa ar lestr-spluj kabluz ? Perag ne vez ket lâret hiziw ar wirionez d'ar familhoù ? Petra a vern, a-benn ar fin, deg vloaz goude ? Aksidantoù a-sort-se zo bet dija, meur a unan renablet gant klaskerion zo. Mez ne bleg ket ar melestradur, ne bleg ket ar stadoù, mud e chom an dud a anav ar wirionez.
Ha pa vehe ur sekred braz da guzhad ? Lakaomp e vehe bet ur lestr-spluj rus ba'n taol. Lakaomp e vehe bet kouviet listri-spluj rus da zoned d'an embregadoù-se gant an OTAN, evid talañ un deiz bennag douzh galloud brasoc'h-braz ar Chin. Lakaomp... Mez evel-rezon, n'eus ket aze nemed un hipotezenn. Ma heni. Moned a ran re d'ar sinema... Hag ouzhpenn-se, 'veldoc'h, me 'm eus-me fiziañs e justis ma bro.
Jean-Claude Le Ruyet.20140704c.81C.
Lec'had SOS Bugaled Breizh : www.bugaledbreizh.org