Ya d'ar brezhoneg e Douarnenez
Ar mintin-mañ eo bet sinet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant strollad skolioù Lamennais e Douarnenez. Ar wech kentañ eo d'ur strollad skolioù mont ken pell, o vezañ m'en eus ar bodad katolik dibabet 17 ober evit kas ar brezhoneg pelloc'h e kêr ar pennoù-sardin. Ar c'helenn brezhonek, buhez pemdez ar skolioù met ivez ur stummadur micherel ma vo brezhoneg enni. Selaouomp ul lodenn eus prezegenn Lena Louarn, bez-prezidantez ar rannvro, deuet da sinañ ar garta, ha pelloc'h gant Marijo Louboutin, kelennerez e Douarnenez. Ur reportaj gant Katell Uguen.