Klemm 'ra ar SICA 'blam ... da glemm tud Kervorus!
Ankeniet eo renerien ar SICA 'ba Kastell-Pol 'blam da diviz ar barner lakaat al labourioù da sevel hangarioù bras da baouez. Pempzektez 'zo 'oa aet a-du ar barner gant an izili eus ar gevredigezh ///Kervorus-Vilargren/// 'zo a-enep d'ar raktres peogwir n'eo ket graet hervez reolennoù ar PLU ha lezenn diwar-benn an aodoù. Evit ///Pierre Bihan-Poudec/// 'lak an diviz mañ dazont ar SICA ha produerien legumaj Bro-Leon en dañjer. Se 'zo gaozen da betra c'houlennont gant ar re glemm paouez gant o & c'hlemm. Selaouomp pezh soñj Pierre Bihan-Poudec, prezidant ar SICA diwar-benn an afer. Gant ///Erwan Blanchard.///