Berzh neus graet ar Boum e Plouneour-Menez.
Disul 'oa galvet gant ar stroll Ai 'ta da lidañ 40 vloaz ar gwall-daol en doa diskaret stign an ORTF er Roc'h Tredudon. Gant se 'oa chomet kantadoù a viliadoù a dud diwar-dro hep gellet sellet deus an tele 'pad mizioù. War don ar fest 'oa an abadenn disul, met n'eo ket hepken, tabutoù ha prezegennoù 'oa ivez, da glask kas ar gaoz pelloc'h, hag an ober dreist-holl. N'eo ket trawalc'h goulenn, ret 'walc'h eo sevel. Samuel Julien 'oa war blas, o kemer perzh en tabutoù, eñ e kreiz ar jeu pa eo rener Dizale, a ginnig filmoù e brezhoneg. Selaouomp e soñj deus mikro Tugdual Karluer.