Va bro gozh a bebr
MY SWEET PEPPER LAND
Ur film sevenet gant : Hiner Saleem (2014).
Gant : Golshifteh Farahani, Korkmaz Arslan, Suat Usta.
Mar faota deoc'h kompren gwell ar pezh a dremen en Irak, en Iran hag er broioù-se, kit da weled ar film-mañ, heb mankoud. Da gentañ e weloc'h pegen rust ha garw ema ar vro-sen, heni ar Gurded, rannet, roeget e vehe tu da lâred, etre peder bro, an Turki, an Irak, an Iran hag ar Siri. Ur film leun a sovajeri hag a vraventez war-un-dro, leun a dàerded hag a denerded. Diskoueziñ a ra penaoz e stourm tud kaloneg eneb da bouezanturioù kozh sevenadurioù hengounel diamzeret.
Diamzeret, ar sevenadurioù-se ? Ma, perag e lârehemp ema diamzeret ar modoù-se da vevañ ? Piw omp-ni evid barnañ ar pobloù arall ? Pesort talvoud lakaad en a-raog evid boud sur ahanimp ? Ha gwell eo hon feson-ni da weled ar vuhez ? Setu aze un dra terrubl a-walc'h. Lakaomp e lakahemp ar frankiz da gentañ, lakaomp e lakahemp droed ar maouezi, lakaomp e lakahemp droed ar vugale da voud desket er skol da gentañ : ha droed hor behe da lâred ema diamzeret ur mod-bevañ bennag ? Setu an aters. Mez ya, moian a vehe dimp lâred an dra-se, a gredan, daoust pegen doujaduz e c'hell boud ar sevenadurioù, daoust ma rankomp o respetiñ oll. Ne sinifi ket nawazh eh omp-ni gwell e peb keñver eged an dud-se, daet gante lezennoù a-gozh Noe ; ne sinifi ket ema hon sevenadur kornôgel ur vodell dispar, p'hon eus lakaet an douar a-bezh war hent an emzistruj. Daw eo dimp en em soñjal ive, kent moned da varnañ ar re arall evel pa vehemp-ni tud disi.
Nawazh eh eus traoù diamzeret er fesonoù pobloù zo da vevañ. Ha mar soñjomp ema ar frankiz, an deskadurezh, droed ar maouezed traoù talvouduz, ya, neuze hon eus droed da lâred an dra-mañ : traoù zo da chañch er bed. Pobloù zo a rank en em zigoriñ war an talvoudegezhioù nevez-se evite. Ne sinifi ket tamm ebed e vehemp-ni gwell evite, rag sïoù arall hon eus, traoù da wellaad ive, arabad henn ankouaad.
Ha c'hoazh war an harzoù, ha c'hoazh war ar limit : ne ouian ket perag, mez ne welan nemed an dra-se er filmoù bremañ kén. Gant ar film-mañ e komprenomp un tammig gwell petra eo stourm ar Gurded evid tapoud o frankiz. Setu ur bobl n'he deus ket bro ebed dezhi, setu ur bobl na gav ket he lec'h war an douar, rag n'int ket daet mat nebtu, ar Gurded, nag en Turki, nag en Irak, nag en Iran, nag er Siri. Ha stank a-walc'h int nawazh, peogwir e konter ouzhpenn tri-ugent milion a Gurded. Diouzh an tu arall, e-kreiz ar bobl-sen eh eus tud na gavont ket o lec'hoù naket, rag e kroashent an istor ema o fobl, etre an hengoun, ken ponner c'hoazh, ha c'hoant da lod d'en em zijabliñ ag ar vuhez kozh-se. Du-se e ren aotroned vihan, tud fidel ha feal en-dro dezhe, prest da lazhañ an heni na bleg ket douzh o c'hoantoù. Aotroned hag a véw diwar trafikoù a beb sort, drogaj ha m'oar-me. Kod an enor zo mestr war ar feson da vevañ. Pouez ar familh, dreist-oll pouez ar wazed war ar maouezed, pouez ar vreuder war o c'hoarezed : n'hell ket ar re-mañ kariñ ar re tost d'o c'halonoù ha dimeziñ gante. Ya, traoù hon eus anavet ive dre amañ, mui pe vui, un amzer zo bet. Mez henn ankouaet hon eus marse.
My sweet pepper land, da lâred eo ma bro dous ha pebret. Diaez boud dous ha pebret war-un-dro, mez evel-se ema, hag he c'hariñ a ran, ar vro-se, ma bro-me, daoust ma vez diaez bevañ enni meur a wezh : ma bro eo, hag ur rol em eus enni, un dra d'ober evid he lakaad da wellaad. Setu ar pezh a soñj Baran, an ofiser-polis yaouank ha Govend, skolaerez ar gêriadenn gollet-se. Ur film garw eo, didruez, braw-kenan, braw-abominabl, braw-kruel evel ma lâr lod. Ema evel ur boked lotuz hag a sav diwar fank ar lenn. Ur wir gentel a zenegezh eo. Ur stourm a hiziw hon laka da gompren heni an denelezh war hent ar frankiz hag ar c'henvevañ. Ur film hag a ziskouez ive respontegezh peb unan e moned war-raog ar bed. Rag peb unan ahanimp zo evel un dapenn dour er mor : n'omp ket kalz a dra marse, hon-hunan-penn, mez ar pezh a ra peb unan ahanimp a chañch ar bed nawazh. Ar pezh a ra peb unan ahanimp a ro ur liw nevez d'ar bed. Mall eo dimp henn kompren da vad. Goulenn an dispac'h evid ar re arall zo aez a-walc'h, mez n'eo ket evel-se e chañch an traoù. Mar faota dimp chañch ar bed n'eus nemed un dra d'ober : chañch hon feson-ni d'ober, da gompren ar bed ha da vevañ ha setu toud. Setu aze ur sapre program evid an devezh ! Ale, kalonegezh vad dimp oll...
Jean-Claude Le Ruyet.20140606c.77C.