en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Gwir pe gaou ? 639 million Euro dleet da departamant Penn ar Bed gant ar Stad

Gwir pe gaou ? 639 million Euro dleet da departamant Penn ar Bed gant ar Stad

Dilennidi ar c'huzul departamant Penn ar Bed oa bodet hiziv evit ur votadeg troet, dreist holl, diwar benn an doare da heñchañ ar budjet evit ar bloaz a zeu. E-kreiz ar c'hefridi douget gant an departamant 'zo ar c'hargoù sokial. 60% deus ar budjet 'vez postet war-se hag ul lodenn vras a ya d'an APA, evit ar re gozh. Ar c'harg-se a oa douget a-raok gant ar Stad hag a oa bet kaset war choug an departamantoù e 2002. Pezh 'zo, ne dreuskas ket ar goarnamant tout an arc'hant a oa bet prometet. Hervez Pierre Maille, prezidant an departamant, n'eus ar stad un dlee deus ouzhpenn 600 million a Eurioù, o sammañ an arc'hant a vank evit an APA, an RSA hag ar PCH*, deus 2002 betek 2011. Hervez Jérôme Ronvel, kuzulier deus an tu dezhou e kanton Lesneven, n'eo ket gwir tamm ebet ! * APA : Allocation Personnalisée à l'Autonomie RSA : Revenu de Solidarité Active PCH : Prestation de Compension du Handicap

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio